Français
Français
English
English


DISKOUEZADEGOU HA BIRVILHOU BA'R C'HASTELL


FOTOGRAFOUR

ERIC LEGRET

Fotografour a-vicher eo Eric Legret. Spesializet e d'eus e labour ziàr ar sevenadur. Meur a-wech, krouiiñ a ra pajennoù digoradur pladennoù pe poltredoù arzourion e kenlabour get produksionnoù sonerezh. Setu bremañ 20 vle ema bet Eric e labourad wàr sujed leurenn ar vro. Labourad a ra ivez ziàr-benn sujedoù arall : gouren, dañs a-vremañ ha tud dre vras.


HERVE RONNE

"Gober fotoioù hag ar vro a-hed termennoù ar ble hag an doareioù 'zo hañval doc'h n'em gavet get maesoù, gouloù, festoù, merc'hed pe paotred e neveziñ c'hoazh ha c'hoazh. 

Fiksiñ a rant ba'r mekanik krouidigezhioù an humenitez e fichal evit diskouez buhez souezhus ar vro evit an holl.

A-houde 1992, get ma luc'hskeudennerez àrdro ma c'houg, liessaad a ran emgavioù, gouloù e sevel, Breizh 'vel ur bed, ur planed gredus ha degemerus leun get awen ha souezhennoù. Red eo tenniñ livioù ar bed bemdez, harziñ a rant ar stummoù, med ema Breizh bepred amañ, boemus"

HERVE RONNE


LES AMIS DE THERSI

Displegiñ mennadoù ha fouilhal ha brudiñ labour Michel Thersiquel eo pal ar gevredigezh Les Amis de Thersi. Labourad a ra evit lakaad labour Michel Thersiquel àr ar plasenn publik dre diskouezadegoù, filmoù pe lec'hiennoù internet. Meur a fotoioù 'zo c'hoazh da ziskoiñ.


MYRIAM JEGAT

Ba' departament ar Morbihan 'zo o chom Myriam Jégat a-houde bepred med, e furchal dre ar vro, dastumiñ a ra memor ar bobloù n'em gaviñ ha fotografiiñ kanourion, kontadennourion, muzisianed, dastumerion, skrivagnourion hag aktourion ar sevenadur. Emgavioù get tud dissavet n' o bro med get ar spered stanket ba' amzer a-vremañ emaint bewech. Ur veaj e tonet a donet etre an amzer tremenet ha kani a-vremañ get daoulagad o sellet doc'h an amzer da zonet. Ema bet awenet Myriam get Breizh da gentañ penn med, get lwerzhon ha Louisiana ivez, e testenniñ sevenadurioù kuzhet. Ema bet maget get emgavioù hag eskemmoù get arzourion e labourad ziàr tachennoù arall ha digasset eo bet da ziskoiñ he labour dre diskouezadegoù. Faout a ra dezhi sevel un istoer hep pozioù pa 'vez graet fotoioù geti. Faot a ra dezhi bout maget get sevenadur an douar, furchal a ra berped oberennoù an dud ba' maesoù toud dishañval hag hañval fassibl d'ar memes tro. Klask a ra hañvalder dre ar pezh 'zo diforzh.


PIERRE LE GALL

Diskoiñ "ar pezh fañtastik kuzhet edan traoù ordinel hag ar pezh marvailhus e peb tra" a ra Pierre Le Gall dre e fotoioù. Faot a ra dehoñ chom tost d'ar vuhez pemdeziek hep "leurennad pe peurlip". A-houde an amzer e deus kroget da labourad, e deus berped bet an c'hoant da voud dieub d'ober ar fotoioù a blija dehoñ gober en ur pal : "laoskel minc'hoarzhioù àr e lerc'h".


SERJ PHILOUZE

"E-pad pell amzer 'm'eus me bevet doc'h ma bro ha, newazh, ema d'ar reter m'eus kroget da labourad ziàr ar fotografiezh. Ag ar gambr du betak an eurioù 'm'eus passet er c'hoadoù just evit tapoud tammigoù a vuhez an natur, amzer 'zo bet. D'ar fin, dre chañs ha volañte, deuet on en-dro ba'r vro get « Liou an Amzer » pe get ar sonerezh hag ar yezh am'boa klewet hag ijinet pa oan yaouank. Tamm ha tamm, n'em tostaad a gouloù ar ribloù, a luskoù an dañsourezed hag an dañsourion, a memor Breizh, a ganerezed, a vuzisianed, ag arzourion leurenn ar vro 'm'eus graet. Plij a ra diñ boud ba'r liamm-se, plij a ra diñ an dud a lakan àr ar paper foto, plij a ra diñ o ijin, o largantez, ar pezh a zigassont diñ hag ar pezh a eskemmomp.Essaeiñ a ran boud àr ur memes live get kalite arzel ma sujedoù. C'hoari a ran neuze get  ar gouloù, an amzer, ar spass, tachenn ar gwelet. Selaou ha sellet a ran doc'h ar mor, ur soner pe dañsourion."  SERJ PHILOUZE


RENÉ MÉTAIRIE

Fotografour a-houde e 14ved blead, klasket e deus meur a wech e skeudennoù tro dro Bro Vigoudenn René Métairie. Tapet get froudenn ar vuhez pemdeziek, graet e d'eus meur a wech fotoioù a besketourion, merc'hed koeffet, tud kozh...

 

"Possibl a oa gortoz sizhuniadoù e komzal get une den kozh araok tapoud ma foto, a wechoù arall a oa aesoc'h ha fonnaploc'h. Hañval doc'h tapoud sell ag ur c'hoef gwenn a-dreñv d'ur c'hleuz ..."

RENE METAIRIE

 

Lucʼhskeudennerezed kozh a 1900 da 1970 'vo diskouezhet e-pad toud an dibenn-sizhun,

Dastumad René Métairie


JEAN-MICHEL ROIGNANT

Oberour ha fotografour eo Jean Michel Roignant. Gwelet e d'eus an amzer e tremen a-houde 40 vle. Eñv 'zo bet dre festivalioù rock pe hengounel. Tapet 'd'eus ba'r lucʼhskeudennerez strollad rock etrevroadel, sonerion daou a daou, dibunadegoù, festoù-noz pe arvestoù ar c'helc'hioù keltiek (Dañsour ba' kelc'h keltiek BRUG AR MENEZ SPEIED a oa bet Jean Michel. Setu perak  eñv zo bet tapet get froudenn ar foto : bepred a oa getoñ ur lucʼhskeudennerez bennak kuzhet en e zilhad pa oa e veajiñ e Europa a-berzh).

 

Fotografiiñ a ra hengounioù dre-vras med, labourad a ra kalz awalc'h ziàr sujed sevenadur an arvor ivez. Evit tapoud fotoioù ar maesoù, gelloud a ra gortoz hir awalc'h evit kavoud  gouloù brav Breizh, med dedennet eo ivez get skeudennoù kêriel Qingdao ha Shanghai pe get an natur glan àrdro Magoar Sina pe Sardinia (e lec'h a ya meur a wech da zastumiñ fotoioù nevez evit ul levr da voud embannet).

Oberour meur a levrioù ziàr-benn Breizh ( al levr titled BAGAD embannet get Coop Breizh e-mesk an holl) ema eñv.

Kavet 'vez e skeudennoù ba' embannadurioù a bep sort.


MIGNONED AR YOUDIG

Koñtiñ a raont istoerioù e Brezhoneg hag e Gallaoueg tud kevredigezh Mignoned ar Youdig. Koñtadennoù iskiz ha misterius ag a zigasso da huñvreal ar re vras hag ar re vunud. Treuskasset dre gomz a rumm da rumm emaint bet an istoerioù-se. "Treuskassourion memor" 'vez gaet Mignoned ar Youdig.

 

"N'o d'eus ket laosket kalz a destenioù skrivet àr o lerc'h ar Gelted. Ar yezh komzet a c'hoari buhez treuskas an anaoudegezh ha furentez, soñj ag an dud tremenet."

SKRIVAGNOURION

Kroueet eo bet e 1957 get ar gengevredad Kendalc'h an embregerezh Coop Breizh. Embanniñ, produiñ ha skigniñ a ra levrioù, pladennoù ha kalz a broduioù arall liammet get sevenadur Breizh.

 

Meur a skrivagnourion e labourad evit Coop Breizh 'vo kavet ba'r c'hastell evit diskouez deoc'h o oberennoù (Yann Lukas, Daniel Cario, Bernard Rio, Françoise Le Mer, Florence Dole, Gérard Le Gouic, Anne-Yvonne Pasquier, Marcel Moysan hag Angèle Jacq).


BRETAGNE TRANSAMERICA

 

Liammet get divroerezh betag ar Stadoù Unanet hag ar C'hanada eo istor Bro Gourin. Labourad a ra ar gevredigezh Bretagne TransAmérica evit lakaad da voud gouiet an istor-se hag evit sevel liammoù get broioù Amerik an Hanternoz. A viz Gouere da viz Eost, un diskouezadeg 'vez savet gete ba' Kastell Troñjoli e Gourin. Panelloù isplikiñ, dielloù ha madoù divroidi a Vreizh e kaveer ba'n diskouezadeg-mañ. Displegiñ a ra an diskouezadeg istor ar Vretoned o d'eus gounezet brud e Amerik Gall, a-houde dizolo Kanada get ar vreton Jacques Cartier betag krouidigezh ar c'hevredigezhioù breton savet e pep lec'h àr douar-bras Amerikan. Bevit avañtur ar Vretoned-se a Greiz Breizh ag o d'eus kuitet o bro e kreiz an 19ved kantved evit moned d' Amerik an Hanternoz.  Dizoloit divroerezh Breizh betag ar Stadoù Unanet ha Canada dre panelloù, dielloù, fotoioù ha videoioù.